Articles contenant le tag mirdi

Don er gevredigezh hengounel breizhat

E kastell Pont-‘n-Abad, e kinnig deoc’h ar mirdi ur welladenn e-touez e zastumadegoù arrebeuri, koefoù ha pezhioù dilhad brodet kaer meurbed…

Ur welladenn a-benn kompren kevredighez hengounel ar vro vigoudenn hag hini broioù all. Deuit da zizoloiñ hor mirdi nevez adkempennet !

Istor(ioù) ar c’hoefoù bigoudenn
Koefoù ar bigoudenned a zo deuet da vezañ arouez Breizh . Luc’hskeudennoù, videoioù, testenioù… Dre an diskouezadeg e tesker istor ar c’hoefoù ken dibar ha dreistholl istor ar maouezed o deus bet douget anezho.

Dibaoe an arrebeuri hengounel betek ar gegin ekipet.
D’ur veaj diabarzh e pedomp ac’hanomp… Tro-dro d’ul leurenniñ souezhus, e vez kinniget deoc’h beajiñ war-zu an amzer dremenet a-benn adkavout an « diabarzhoù ken fichet » eus ar c’houlzoù aet e-biou.

Dastumadeg nevez-hañv-hañv 

Dres ‘giz ur melezour, emañ en dilhad hengounel idantelezh an hini a zoug anezho. Renevesaet e vez bep bloaz hon dastumadeg nevez-hañv-hañv. E kreizik-kreiz istor tud ar vro Vigoudenn e veoc’h kaset ganti.

Trivliadennoù bigoudenn

Echuiñ a ra ar weladenn gant blaz ar sañtadurioù war un ton souezhus . Videoioù, luc’hskeudennoù,, sonioù, sonerezh… Diouzh en tu all eus an amzerioù e teu trouzioù ar Vro Vigoudenn betek ennoc’h, gwerc’h ha digemm ho fromm.

 

, , , ,

Pas de commentaire